War ar stern ganeomp
Mazheas ar c'higer
Troet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan diwar Histoire de Maheu le boucher, skrivet gant Eduardo Manet. Priziet e oa bet ar pezh-c'hoari-se e Festival Avignon e 1986.
Un istor chevalierien deus ar Grennamzer eo, chevalierien dirollet 'vat, disheñvel-tre diouzh ar re 'vez studiet ba'r skol.
C'hoariet e vo evit ar wech kentañ 'barzh Kallag a-benn ar sadorn 5 a viz Gouhere 2008, da 8 eur 30 diouzh an noz, e sal ar gouelioù.

Commentaires
le 04/04/2009 à 00:49:30
Eh on é tihan gwelet ho pezh-c'hoari e Pondi... N'em eus ket kredet lâret deoc'h tuchant mes... Gourc'hemennoù ha trugarez vras!!! C'hoariet e oa ken mat! Nag ar gwiskamantoù hag an dekorioù... Waouh!
Mersi 'darre!
Kalon vat 'eit an heul...
Joa,
Gael.