Strollad Kallag

Strollad Kallag

Istor Strollad Kallag

1993 :   Krouidigezh ar Strollad.

 

1994 :   C'hoari a raomp hon fezh kentañ, Heritaj ar vamm-gaer, bet kinniget a-raok gant Strollad Speied.

 

1994-1995 :   Heritaj ar vamm-gaer  war-dro 20 gwech.

 

1996 :   Bitekle, pe war hent ar Baradoz, skrivet gant Gwilhoù Kergourlae ha laket e brezhoneg gant Remi Derrien (Strollad Penn Ar Bed).

 

1996-1998 :   Bitekle…  24 gwech.

 

1999 :   Lubaner Kreiz Breizh, troet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan diwar The Playboy of the Western World gant J.M. Synge.

 

1999-2001 :   Lubaner Kreiz Breiz22 wech.

 

2001 :   Tro d'ar jeu, pe tud dilikat war ur plankon ledan, troet gant S.B. ha M.H.M. diwar La Balade des planches gant Jean-Paul Alègre.

 

2001-2003 :   Tro d'ar jeu  23 gwech.

 

2002 :   Merc'h an Aotroù Doue, diwar La Vie commence au théâtre gant J.-P. Alègre. Laket e brezhoneg gant S.B. ha M.H.M..

 

2002-2004 :   Merc'h an Aotroù Doue  11 gwech.

 

2005 :   Salokras ! pe ar seizh pec'hed kapital, skrivet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan.

 

2005-2007 :   Salokras !  24 gwech.

 

 

Disputchoù ha pezhioù berr

 

     An disput Trouz diwar-benn an tele louz, a oa aet ar priz kentañ ganti da-geñver championad ar bed an disputchoù e Gwerliskin, e 2003.

 

     Disput an dour, skrivet gant S.B. ha M.HM.

 

     Avanturioù mab Emon, parodienn savet gant S.B. ha M.H.M. diwar ur pezh kozh, Buhez ar pevar mab Emon. Laket e vez un toullad arvesterien da gemer perzh ive !

 

     'Barzh an toull-noz, laket e brezhoneg gant S.B. ha M.H.M. : ur plac'h yaouank kozh hag ur paotr digavandad o-hunan e-barzh un toull-noz... Diviz diboell ha leun a fent (fent glas a-wechoù)

 

     An arvestoù berr-mañ a vez c'hoariet ganeomp c'hoazh diouzh ar goulennoù (beilhadegoù, stajoù, festivalioù…).

     Testennoù zo a c'haller kavout e-barzh al lec'hienn “Goude ’vefe...”



14/02/2008
0 Poster un commentaire

Inscrivez-vous au blog

Soyez prévenu par email des prochaines mises à jour