Strollad Kallag

Strollad Kallag

Kenavo Rémi Derrien

Aet out Rémi ? Ne oa ket a bres warnout koulskoude ! Diwall, neuze, pa vi o tostaat deus  BITEKLE ...

Ni amañ, paour kaezh  TERMAJIEDLUBANER KREIZ BREIZH  hag all, zo 'vel emzivaded war da lerc'h, beuzet ma omp 'barzh ul  LENN-ZU gant ar glac'har hag ar boan spered.

Pebezh taol strap ac'h eus graet deomp,  LAPOUS-DEN PENN AR BED  zo ac'hanout ! Un dra zo sur, an testamant a leuskez ganeomp n'eo ket  TESTAMANT AR C'HI  ha doujet e vo dehañ.

N'out ket prest da vezañ ankouaet.

Kenavo, Rémi, ha mersi a-greiz-kalon.

Dister ha toull eo ar c'homzioù e-kichen an diouer.

Strollad Kallag



02/04/2009
1 Poster un commentaire

Inscrivez-vous au blog

Soyez prévenu par email des prochaines mises à jour