Istor Strollad Kallag
1993 : Krouidigezh ar Strollad.
1994 : C'hoari a raomp hon fezh kentañ, Heritaj ar vamm-gaer, bet kinniget a-raok gant Strollad Speied.
1994-1995 : Heritaj ar vamm-gaer war-dro 20 gwech.
1996 : Bitekle, pe war hent ar Baradoz, skrivet gant Gwilhoù Kergourlae ha laket e brezhoneg gant Remi Derrien (Strollad Penn Ar Bed).
1996-1998 : Bitekle… 24 gwech.
1999 : Lubaner Kreiz Breizh, troet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan diwar The Playboy of the Western World gant J.M. Synge.
1999-2001 : Lubaner Kreiz Breizh 22 wech.
2001 : Tro d'ar jeu, pe tud dilikat war ur plankon ledan, troet gant S.B. ha M.H.M. diwar La Balade des planches gant Jean-Paul Alègre.
2001-2003 : Tro d'ar jeu 23 gwech.
2002 : Merc'h an Aotroù Doue, diwar La Vie commence au théâtre gant J.-P. Alègre. Laket e brezhoneg gant S.B. ha M.H.M..
2002-2004 : Merc'h an Aotroù Doue 11 gwech.
2005 : Salokras ! pe ar seizh pec'hed kapital, skrivet gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan.
2005-2007 : Salokras ! 24 gwech.
Disputchoù ha pezhioù berr
— An disput Trouz diwar-benn an tele louz, a oa aet ar priz kentañ ganti da-geñver championad ar bed an disputchoù e Gwerliskin, e 2003.
— Disput an dour, skrivet gant S.B. ha M.HM.
— Avanturioù mab Emon, parodienn savet gant S.B. ha M.H.M. diwar ur pezh kozh, Buhez ar pevar mab Emon. Laket e vez un toullad arvesterien da gemer perzh ive !
— 'Barzh an toull-noz, laket e brezhoneg gant S.B. ha M.H.M. : ur plac'h yaouank kozh hag ur paotr digavandad o-hunan e-barzh un toull-noz... Diviz diboell ha leun a fent (fent glas a-wechoù)
An arvestoù berr-mañ a vez c'hoariet ganeomp c'hoazh diouzh ar goulennoù (beilhadegoù, stajoù, festivalioù…).
Testennoù zo a c'haller kavout e-barzh al lec'hienn “Goude ’vefe...”