Kenavo Rémi Derrien
Aet out Rémi ? Ne oa ket a bres warnout koulskoude ! Diwall, neuze, pa vi o tostaat deus BITEKLE ...
Ni amañ, paour kaezh TERMAJIED, LUBANER KREIZ BREIZH hag all, zo 'vel emzivaded war da lerc'h, beuzet ma omp 'barzh ul LENN-ZU gant ar glac'har hag ar boan spered.
Pebezh taol strap ac'h eus graet deomp, LAPOUS-DEN PENN AR BED zo ac'hanout ! Un dra zo sur, an testamant a leuskez ganeomp n'eo ket TESTAMANT AR C'HI ha doujet e vo dehañ.
N'out ket prest da vezañ ankouaet.
Kenavo, Rémi, ha mersi a-greiz-kalon.
Dister ha toull eo ar c'homzioù e-kichen an diouer.
Strollad Kallag