Lipet e loa gant "Salokras"
E-kerzh ar bloaz 2007 hag a zo o vont war e gostez, n'eo ket chomet Strollad Kallag da neantal. An dez all 'barzh Plistin moamp c'hoariet Salokras ! pe ar seizh pec'hed kapital evit ar wech diwezañ : arvesterien a-leizh, kalz a vugale en o mesk, plijadur forzh pegement hag un degemer dreist gant Div Yezh Plistin, Dañs Treger hag Ofis Sevenadurel an Ti-kêr.
24 gwech eo bet diskouezet ar pezh-c'hoari-se (8 gwech e 2007). Gant daou vilier a dud eo bet gwelet.
Trugarez a greiz kalon d'an oll hag o deus kemeret plijadur ganeomp, e Kallag (teir gwech), Skaer, Brasparzh, Gwengamp, Gwerliskin, Kemper, Tremargad, Ploufragan, Karaez, Pondivi, Mael-Pistien, Eviaz, Kerglof, An Oriant, Plijidi, Benac'h, Kergrist-Moeloù, Redon, Bulad, Roazon, Kalanel ha Plistin.